samedi 4 septembre 2010

Plac'h ar gwele kloz




Ne blij ket de’hi ar rozenn
’Blij ket de'hi ar valafenn
Nag ar c’helc’h, nag ar garrezenn,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal


Ne blij ket de’hi an iliav,
Nag ar vuhez, nag an Ankoù,
Na liorzh an avaloù,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal


Ne blij ket de’hi al lili,
Strak ar mor war ar bili
Nag ar c’hirri, nag ar bigi,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal

Ne blij ket de’hi an askol,
Na telenn, na treujenn-gaol,
Nag al loar, nag an heol,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal

Ne blij ket de’hi ar pempiz,
Na tourmant, nag avel-viz,
Na Babilon, na Kêr-Is,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal


Savet gant : Bernez Tangi

1 commentaire:

  1. Brav an destenn savet gant ar mestr, brav ivez pa vez kanet gant Nolwenn.
    Gourc'hemennoù, ul lec'hienn a-feson eo.

    RépondreSupprimer