dimanche 19 septembre 2010

An Erminig

An delioù ‘zigor en derv,
Kent evit digeriñ er fao,
Bleiz a c’hed an tarv,
Eus dek mervel a ray nav.

Yann an tarv, ha Gwilhaou ar bleiz,
A zo daou gilhenn, war ma feiz,
Laou en aod zo ’c’hedal,
Yannig o tont o neuial.

Mard eo bevin a glasket
Evit an deiz n’ho pezo ket,
Met kerniel hir lemmet,
D’ho tivouzellañ, mar keret.

Katellig fur, an erminig,
A c’hoarzhe a-rez he zoullig,
Sellet pegen soublik,
Choari Gwilhaou penntoullig.

Gwilhaou penntoullig a c’hoari,
Paourig ! war vegig kerniel kri :
Me ’gave din oa gwell,
Gwell da zent evit e gerniel.”

Yann ’ya d’an traoñ, Yann ’ya d’an nec’h :
Ai, ’ta ! Dao ! Gwilhaou, war e lerc’h,
Difraezh e vi evitañ.
Skuizh eo, kamm eo, te zo skañv !”

Skuizhet a-walc’h emañ ganin,
Bremaik e reizhonin !”
Ao ! Ao ! Yann ar Saoz, tec’h !
Mañ an diaoul bras war da lerc’h ! ”

Pradoù o-deus-int tremenet,
Poazhañ ar geot i o deus graet,
Parkoù ‚’deus int treuzet,
Na c’hreuneo na kerc’h nag ed.

Na vroñso gwez el liorzhoù
Pikous er bleuñv, ’vel gant ar glav,
Me ’garfe, ’m gwirionez,
N em dagfent ’n eil egile !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire