dimanche 19 septembre 2010

Plac'h ar gwele kloz, Maureen

An Erminig

An delioù ‘zigor en derv,
Kent evit digeriñ er fao,
Bleiz a c’hed an tarv,
Eus dek mervel a ray nav.

Yann an tarv, ha Gwilhaou ar bleiz,
A zo daou gilhenn, war ma feiz,
Laou en aod zo ’c’hedal,
Yannig o tont o neuial.

Mard eo bevin a glasket
Evit an deiz n’ho pezo ket,
Met kerniel hir lemmet,
D’ho tivouzellañ, mar keret.

Katellig fur, an erminig,
A c’hoarzhe a-rez he zoullig,
Sellet pegen soublik,
Choari Gwilhaou penntoullig.

Gwilhaou penntoullig a c’hoari,
Paourig ! war vegig kerniel kri :
Me ’gave din oa gwell,
Gwell da zent evit e gerniel.”

Yann ’ya d’an traoñ, Yann ’ya d’an nec’h :
Ai, ’ta ! Dao ! Gwilhaou, war e lerc’h,
Difraezh e vi evitañ.
Skuizh eo, kamm eo, te zo skañv !”

Skuizhet a-walc’h emañ ganin,
Bremaik e reizhonin !”
Ao ! Ao ! Yann ar Saoz, tec’h !
Mañ an diaoul bras war da lerc’h ! ”

Pradoù o-deus-int tremenet,
Poazhañ ar geot i o deus graet,
Parkoù ‚’deus int treuzet,
Na c’hreuneo na kerc’h nag ed.

Na vroñso gwez el liorzhoù
Pikous er bleuñv, ’vel gant ar glav,
Me ’garfe, ’m gwirionez,
N em dagfent ’n eil egile !

An Erminig

samedi 4 septembre 2010

Plac'h ar gwele kloz




Ne blij ket de’hi ar rozenn
’Blij ket de'hi ar valafenn
Nag ar c’helc’h, nag ar garrezenn,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal


Ne blij ket de’hi an iliav,
Nag ar vuhez, nag an Ankoù,
Na liorzh an avaloù,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal


Ne blij ket de’hi al lili,
Strak ar mor war ar bili
Nag ar c’hirri, nag ar bigi,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal

Ne blij ket de’hi an askol,
Na telenn, na treujenn-gaol,
Nag al loar, nag an heol,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal

Ne blij ket de’hi ar pempiz,
Na tourmant, nag avel-viz,
Na Babilon, na Kêr-Is,
Nag ar chal nag an dichal

’Met, trouz he gwaz o tiroc’hal


Savet gant : Bernez Tangi

Kentel 6vet

Ar c'horf



1 – an abrant / an divabrant
2 – ar blev
3 – al lagad / an daoulagad
4 – an tal
5 – ar fri
6 – ar skouarn / an divskouarn
7 – ar beg, ar genoù, ar muzelloù
8 – ar c’hilpenn, ar chouk
9 – ar jod / an divjod
10 – an aval-goug, ar gorzailhenn
11 – ar c’honj, ar chink, an elgez
12 – ar goug
13 – ar skoaz / an divskoaz
14 – tev ar vrec’h, ar gigenn
15 – an ilin, an daouilin
16 – ar begel, ar bouton-kof
17 – ar biz-meud, + ar biz-walenn pe
ar biz-bizaou
18 – ar vrec’h / an divrec’h
19 – an arzdorn
20 – pals an dorn, ar voz
21 – an dorn / an daouarn
22 – ar biz-yod, ar biz-bras, ar biz bihan
23 – ar c’har / an divhar
24 – ar vorzhed / an divorzhed
25 – an glin, pennglin / an daoulin
26 – ar c’hof-gar, ar c’hofoù-gar
27 – an ufern, an ibil-troad
28 – ar seul
29 – an troad / an treid
30 – ar biz-troad / ar bizied-troad pe treid
……… benel, gwregel ……... gourel



AR VOUALC’H

Ar voualc’h he deus kollet he fenn (2x)
He fenn he deus kollet !
Penaos e c’hell ar voualc’h kanañ, (4X)

Ar voualc’h he deus kollaet he lagad…(2x)
He lagad, he fenn he deus kollet…

He beg, he goug, he c’hof, he c’hein, he lost, he zroad, hec'h askell